
Gant Strollad Breizh, En-Awen Breizh ha Broioù Unanet (FPU) e vo aozet un devezh festus ha politikel d’ar Sul 26 a viz Meurzh (diazlec’h diduiñ Lenn Tremelin, Ilfentig).
D’ar mintin e vo un daol grenn diwar-benn an doareoù evit Breizh da vezañ emren war dachenn an energiezh. Gant kalz prezegennourien e vo kaset ar gaoz. An avel, an heol, an nukleel, ar metanaat, difuiñ an tiez… meur a zoare zo da gaout energiezh.
Lidet e vo deiz-ha-bloaz kentañ Kevread ar Broioù Unanet. Be ‘vo ivez animasionoù ha standoù.
Deuit niverus evit profitañ deus ul lec’ plijus gant ho familh ha/pe ho mignoned !